En em veuzin a ran
E d onder an dour
En em deurel a ran
'vel un houlenn ne vez
En ur c'hortoz an deiz
E kanan evi ti
Me a gan digalon
Me a gan ev iti
En ur c'hortoz an d eiz
En ur c'hortoz an d eiz
N'he gortozan ket mui
Nag er goanv nag en hanv
Hag he skeud hag he c'horf
'ro buhez d'am c'halon
Meur a wech he gwelan
O tremen em sojoù
Oc'h heulian va hunvre
O tiskouezh din an hent
Meur a wech he gwelan (bis)
Dam di dam di dam di d am
Di dam
Di di di di dam
Di dam
En em goll a gar fen
'vel ur vag en don vor
En em goll a gar fen
'vel ur vag en don vor
Netra ne blijfe din
Nemet tec'hout ganti
Ha ganti mont daved
Ar sonjoù kevrinus
War notennoù diroll
Ho klaskan diouzh an noz
Ha c'hwi 'giz un tasmant
E tec'hit dishual
War notennoù diroll (bis)
Rannet he deus ennon
Fulenn va daoulagad
Morgousket eo pep tra
An hanv 'zo aet da guz
Ur wech c'hoazh e kanin
An inizi kollet
Ma teu 'dro an heol
Da skedin war he dremm
Ur wech c'hoazh e kanin (bis)
En em veuzin a ran
E donder an dour
En em deurel a ran
'vel un houlenn nevez
En ur c'hortoz an deiz
E kanan eviti
Me a gan digalon
Me a gan eviti
En ur c'hortoz an deiz (bis)